- Lyrics
- Album list
Alan Stivell
-
An Alarc'h (Le Cygne)
Eun alarc'h, eu alarc'h tramor War lein tour moal kastell armor
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann O,dinn, dinn, daoñ!d'an emgann ez an
Neventi vat d'ar vretoned Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued Erru ul lestr e pleg ar mor E oueliuù gwenn gantañ digor
Digouet an aotrou Yann endro Digouet eo da ziwall e vro D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued A vac'hom war ar Vretoned
Ken e laosker ur youc'adenn A ra d'an aod ur grenadenn Ken e son ar menezioù Laz Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas
Ken e kan laouen ar c'hleier Kant lev tro-war-do, e pep kêr Deut eo an heol, deut eo an hañv Deut eo en-dro an aotrou Yann
An aotrou yann a zo oaotr mat Ker prim e droad hag e lagad Laezh ur Vreizhadez a sunos Ul laezh ken yac'h evel gwin koez
Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell Ken e vrumenn an neb a sell Pa c'hoari kreñv e tarc'h Ken e taouhanter den ha marc'h
Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug Dao warne, ai'ta bug-o bug Neb a droc'h 'vel e troc'htez-te N'en deus aotrou nemet Doue
Find more lyrics at ※ Mojim.com Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat Arsav na truez, gwad oc'h gwad Itron Varia Vreizh, skoaz da vro Fest 'erbedenner, fest a vo
Darev ar foenn, piv a falc'ho? Darev an ed, piv a vedo? Ar foenn, an ed, piv a fako? Ar roue 'gav gantañ'raio
Dont a ray a-benn ur gaouad Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni Ha gant ur falz aour da vediñ.
Mar plijje gant ar C'hallaoued Daoust hag int mank ar Vretoned? Mar plijje gant 'n aotroui roue Daoust hag-eñ eo den pe Zoue?
Skignañ 'ra bleizi Breizh-Izel O klevet embann ar brezel O klevet ar youc'h, e yudont Gant c'hwezh ar Challaoued e reont
En heñchoù, e-berr e welour O redek ar gwad evel dour Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi Hag ar gwasi gwenn o neuiñ
Muioc'h a dammoù goaf, e skent Eget e karnelioù ar vro Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint Betek deiz ar varn e c'hourve'int
Betek deiz ar varn hag ar feustl Gant an Trubard a ren ar reustl An diveradur eus ar gwez 'Ray dour benniget war e vez
-
|